An Hani A Garan

An Hani A Garan
Alan Stivell

An Hani A Garan, gwechall bihan er gêr
Pa oamp tostik an eil, an eil ouzh egile.
Ma ch'alon ne gare, ne gare nemet unan,
Pa oan bihan er gêr an hini a garan.

An Hani A Garan, gwezharall ma ch'are,
Kanañ a rae pa ganen, pa ouelen e ouele,
Hon div galon ne raent, ne raent nemed unan,
Pa oan bihan er gêr an hini a garan.

An Hani A Garan, bremañ, he deus ma laosket
Aet eo da broioù pell, d'ur vro n'anavezan ket
Aet eo d'ar broioù pell, da c'hounit he bara
Kollet, kollet eo din an hini a garan.

D'An Hani A Garan, ne ran nemet hirvoudiñ
Penaos, ken pell diouti, e ch'ellin-me beviñ?
Met petra a lavaran-me? Turlebaniñ a ran
Dre hir soñjal atav en hini a garan.

D'An Hani A Garan, mar kollan-me ma fenn,
Evnedigoù ar c'hoad, kanit c'hwi ho kanenn
Evned, kanit er c'hoad kanit kenti-kentañ

D'An Hani A Garan, ne ran nemet huanadiñ
Huanadiñ noz ha deiz, deiz ha noz hirvoudiñ
Rak-se em eus savet ha rak-se e kanan
Kanennig ma c'halon d'an hini a garan.



Credits
Writer(s): Dp, Alain Georges Julien Cochevelou
Lyrics powered by www.musixmatch.com

Link