Kiger San Wazeg

Skrivet 'm eus diwar klevet
Buhez kiger Sant Wazeg
A gustume lemmañ kontilli
War moger e di
Troc'han rae kaoz d'ar re glouk
Ha c'hoant toullañ o gouzog
Troc'hañ blev,gant laou ha preñv
D'e banker daonet, 'm eus aon
Blev!

Ur guchenn gwenneien faot dezhan gounit
Gant marc'had blev ha kig,
Ribouler ar paotr d'an dibenn sizun
Erru diskuizh war e-du
Krak ha berr, fraes ha sklaer,
Atav e zorn d'e vrec'h
Gant nav mignoned, c'hoarzh ha peoc'h
Ur zailh dour 'tre nav vuoc'h
Nav!

Ur pennad kaoz e doa toullet
Gant ur c'hazetener brudet
Ha staget ganto war ar baper
E vuhez ken kreñv beniget
Deus pep korn ar bed a teue dillo
Sikour, skoazell, alato!
Da damalliñ e banker daonet
Yo, bremañ 'ma barnet!
Yo!



Credits
Writer(s): Dom Duff
Lyrics powered by www.musixmatch.com

Link