Kael k'kwll

Digor ar gael e K'kwll,
Donemat dit, kenkoulz ha ni
Diwall d'ar vouilhenn war ar riboul,
Arabat skeiñ war dor an ti.
Du-mañ an alc'hwez ne labour ket kalz,
Evel gwechall Goudor d'an neb kollet 'ba 'n hent-dall
War ar ribin bac'h ha geot warni.

Sell ouzh ar big a-dal richardig,
Cheu adarre gant loened nij
Lammet peus dreist ar c'hlouedig
skañv out 'vel un tamm lij
C'hwezh ar spern-gwenn, bremañ out amañ,
N'eo ket ' lec'h all,
K'kwll, keriadenn bev atav
'Penn ar ribin bac'h ha geot warni.

Un ton, evel kozh ranell a sko
en tu all d'ar vevenn diwel
Sevel 'raimp hon fenn, bep taol, atav,
N'omp ket c'hoazh 'barzh ar garigell
Chomomp amañ el lec'h gwellañ,
Gant reoù all,
Donemat dit paotr, en al lec'hid,
Gra 'pezh peus c'hoant, K'kwll 'zo dit



Credits
Writer(s): Dom Duff
Lyrics powered by www.musixmatch.com

Link