Teir doenn c'hlas

Teir doenn c'hlas o leinoù ruz
Ur groaz houarn en oabl ludu

War lein an doenn uhelañ
He c'hinvi gwer
Laboused-mor o prederiañ
War an amzer

Ur skrevig-loued e benn stouet:
Kroazazeuler

En-dro din 'met sabat ha foar
Repoz n'hellañ
Ha dremmoù ruz ha dremmoù koar
Palez ar boan
Klemmoù. Klemmoù ha garm ha rec'h
Anken ha nec'h

Boudiged mistr o gouelioù gwenn
A zeu a ya
Mousc'hoarzhoù laouen war o dremm
'Klask hadañ joa
'Klask hadañ joa gant had ar Spi
'Klask hadañ Feiz, gant ar Garantez



Credits
Writer(s): Ronan Pellen
Lyrics powered by www.musixmatch.com

Link