Ganit

Poan he deus paourkaezh plac'h
O welet he mignon
O vont kuit pell ac'hann
Chom a ra he-unan
Gant he sac'h leun a doan
He hunvre zo marv
Pegen yaouank eo
Petra vo graet ganti?
Ne wellan ket penaos
Chom amañ ma dousig
Ar vuhez zo ken hirr
War da hent e chomin

Chom a ran ganit ma labousig
N'out ket da unan aman paourkezig
Ro da zorn ha deomp dezhi kalonig
Mont a rimp pell ac'hann assamblez

N'eo ket aes hiziv an deizh
Da vezañ ur plac'hig
En ur bed ken dister
Ar baotred savet-fall
Hag ar stourm pemdeziek
Se zo lod ar merc'hed
Red eo dit bezañ kreñv
Evit chom en da sav
Ha da vont betek penn
Rez ket bill ma dousig
Amañ e vin ganit
Da ziskouezh an hent dit

Chom a ran ganit ma labousig
N'out ket da unan aman paourkezig
Ro da zorn ha deomp dezhi kalonig
Mont a rimp pell ac'hann assamblez

N'out ket da unan ma dousig
Atao e vin amañ ganit
N'out ket da unan ma dousig
Atao e vin amañ ganit

Chom a ran ganit ma
Chom a ran ganit ma labousig
N'out ket da unan aman paourkezig
Ro da zorn ha deomp dezhi kalonig
Mont a rimp pell ac'hann assamblez
Mont a rimp pell ac'hann assamblez



Credits
Writer(s): Gaëtan Fagot, Olivier Le Hir
Lyrics powered by www.musixmatch.com

Link