Melezouriou-Glav

Deus prenestr va zou uhel ne, wellan ket ar stered
Nemet mogedoù teñval, ha mogerioù saotret

Ne digeriñ ket ar prenestr, nemet pa vez amzer
Evit sellet ouzh ar glav, o tiverañ e kêr

Nag en traoñ war an ter-du, e losk melezourioù bras
'Plij din da neuial enno, va daoulagad gloazet

Nag en traoñ war an ter-du, e losk melezourioù splann
En em gollan alies, 'n o askedoù arc'hant

En o askedoù arc'hant en, em gollan alies
Ha neuze me a garfe, ne davfe ar glav james

Ha neuze me a garfe, ne davfe ar glav ken
Nemet pa vo islonket, ar bed-mañ penn-da-benn



Credits
Writer(s): Denez Prigent, Traditional
Lyrics powered by www.musixmatch.com

Link