Buzhug'o'matik

Evit ar re a ra gant nebeud
Hag ar reoù 'n o bleud
Galv a ran anezho
Da sevel 'r garrigel
Na kaoc'hfe hañvouezh ebet

'Vit nijal betek Beg Ar Raz
Pe treuziñ da Enez Vaz
Dillo, sioul ar mekanik: Buzhug'O'Matik!

Deus ganin bourzh Buzhug'O'Matik!
Ul loan doñv, ur rederig
Karrigel vrav d'an neb a gar
Hag ur pegsun war revr ar c'harr!

Dre nerzh an avel, tommder an heol
Bezhin glaz pe delioù kaol
Klevet peus ar paotr Young
Savet 'n eus unan tredan?

Deus ganin bourzh Buzhug'O'Matik!
Ul loan doñv, ur rederig
Karrigel vrav d'an neb a gar
Hag ur pegsun war revr ar c'harr!



Credits
Writer(s): Dom Duff
Lyrics powered by www.musixmatch.com

Link