Son Faro

An dour a red 'lec'h ma kav plas,
An heol a bar war gorfoù noazh,
An tan a lip keuneud en oaled,
Ma kanan daoust hag e vin klevet?

Ker buan ha ken dillo,
A-bouez penn ni a gano
Laro pep hini pezh a garo
Non de distag, ur son faro.

strakomp gerioù, n'eo ket diaez
Gerioù Breizh kavet aliez
Gant ur Z pe e vreur H
Pe gant CH ha C skrab H.

Kanet 'm eus gant nerzh a-viskoazh
Dindan al loar, gerioù e-noazh
Kanomp anezho, tro kein ur c'hleuz,
War un ton fromus pe ur bern reuz.

Kemer ur c'herienn, an hini a gari
Peg ur penn pe ul lostig outi
'Vel un anduilhenn toul ar siminal
Us ar c'hef dero e kano raktal.

kanan a rin ur yezh a garan,
Tra ma chomo un tamm alan,
Alan enon da ganan dillo
Ha nerzh da embann sonioù farv!



Credits
Writer(s): Dom Duff
Lyrics powered by www.musixmatch.com

Link