Karantez vro

E korn va c'halon zo ur gleizenn
'Baoe va yaouankiz he dougan
Rak siwazh, an hini a garen
Na gare ket 'r pezh a garan
Eñ na gare nemet ar c'hêrioù
Ar morioù bras, ar Broioù pell
Ha me ne garan 'met ar maezioù
Maezioù ken kaer va Breizh-Izel!

Ret 'voe dibab 'tre div garantez
Karantez-vro, karantez den
D'am bro am eus gouestlet va buhez
Ha lez't da vont 'n hini 'garen
Biskoazh abaoe n'am eus en gwelet
Biskoazh klevet keloù outañ
Ur gleizhenn em c'halon zo chomet
Pa 'gare ket 'r pezh a garan.

Pep den a dle heuilh e Donkadur
Honnezh eo lezenn ar Bed-mañ
Gwasket 'voe va c'halon a-dra-sur
Pa 'gare ket 'r pezh a garan
Dezhañ pinvidigezh, enorioù
Din-me paourentez ha dispriz
Met 'drokfen ket evit teñzorioù
Va Bro, va Yezh ha va Frankiz!



Credits
Writer(s): Veronique Autret, Anjela Duval
Lyrics powered by www.musixmatch.com

Link