Foeter Breizh

Anaout a ran an hent-se
Hini an Are
Anaout a ran ar vro-mañ
Lorc'h enni.

A-zehou kroashent an Eñvor,
Tevenn an Arvor,
'n tu-kleiz war ar ribin ledan,
Ar c'hoad hag al lann.

Foeter Breizh, sklaer a-dreuz
Hast afo!
Foeter Breizh, plant ar reuz
War-sav!

Tennañ alan, c'hwezhañ dre Kreiz Breizh
Liv ar brug e-leizh
Ma c'horf gant ar froud, bev
Mor Breizh eno.



Credits
Writer(s): Dom Duff
Lyrics powered by www.musixmatch.com

Link