Setu Ar Vuhez

Yann ar Penseer 'vez graet ac'hanon
Grwac'henet kaer gant hollen glaz
C'hwezhañ a ran, blaz c'hwek Mor Breizh
Er c'hornaoug noz ha deiz

Setu ar vuhez, lamm ta yaaoo!
Dañsomp bemdez, ac'hanta, alato!

'Vez ket kavet amañ kaoc'h ki
Kavet e vez pouloudoù pri
Pouloudoù pri an Amoco
O ruilhañ amañ 'baoe pell'zo

Taolet 'm oa dreist mogerioù
Va huñvre 'pad bloavezhiadoù
Bevet em eus e c'herioù bras
Ruzet va boutoù war hentoù bras!

C'hoant ganin distreiñ dre amañ
'Vit pourmen hep trouz na tourmant
Eus va huñvre e teu soñj din
Trouz ar mor bras diouzh ar mintin

Sell! an inizi o neuial
'Touesk al lañv du e Porsall
Deuz 'ta plac'hig da zañsal
Emberr 'krogo kudennoù all

Echu bremañ gant ar c'hantved
Treut e(o) ar pezh zo gounezet
Ha peoc'h ha koroll dre ar bed
Dansomp noz deiz gant ar C'horred!



Credits
Writer(s): Dom Duff
Lyrics powered by www.musixmatch.com

Link