Friko 'vo

A-wechoù war lec'h barr-glav, teu kanevedenn war e-lec'h
Aliez ar barzh a ganne, evit reiñ sikour d'an ene

Yo larigo, friko vo, gant ma chomo doujañs ganto
O ya, sur, me vezo!

Na pa vo klasket bagad laou, penn an istor, a-dreñv, a-raok
E vin ken lemm a Paco, Pantxoa, Andy pe Cliodhna

C'hwi tud a c'hoar ar pezh eo mat, vit omp puhez pe 'vit ar c'haz
Ne zeus nemet doujañs a vankfe, en oc'h peg braz evel-se

Marc'hadourien rankint sioulaat, barner ar gaou ober traoù mat
Ne vo ket lazhet en omp fenn, ar santimant Breizh Izel!

Ma gavoc'h gwelloc'h ar goudor, aze, dindan askell 'r c'hillok
Liv an douar ha liv ar mor a blij d'in un tamm mat gwelloc'h!

Ar pezh e rankan lavar deoc'h, e gomzan deoc'h dre gerioù kuzh
Dreistnatur, b'n delioù e c'hoat, dour ar ster, traoù burzuduz



Credits
Writer(s): Dom Duff, Traditional
Lyrics powered by www.musixmatch.com

Link