Telemakaezh

Me ar morian Telemakaezh
Maget war ar maez Santo-Domingo
Pennasket on bet war an traezh
Bourzh al lestr Cumberland divalav

Al lec'h, ur mizvezh yenn hag hir
Gwalgasset ar vag, diaes dezhi
Ha me morian daonet hag an dir
Treuzet hon eus ar mor ledan.
Ha me Telemakaezh, ha neuz
Gwad ha deroù, koulskoude
War añv ar glav
War añv ma re
Ul lakez du-pod a-zoare
Rak ar c'humberland 'zo drailhet
Etrezek Eussa e Mor-Breizh
Bourzh ur vag gall, ha me strinket
E Gorre-Leon en e greizh.
Ba prajeier e Plouenan
Druz ha sioul, ma bag eo din
Tud dichipot gouzout mat a ran
'M eus gellet sevel ma glin.



Credits
Writer(s): Dom Duff
Lyrics powered by www.musixmatch.com

Link