Teuz ar re Dianket

Kement a reuz diwar-benn un teuz
A dremen bemdez d'abardaez,
Ma c'hellfe taol an aon d'an anken,
Kentoc'h skornañ ma eskern.

Ma vefen laouennan e beg ar roz,
Dir, dir, dir, pa na dor!
Ur c'houm a red hep e vranell
Eeun war an aod, 'blamm d'an avel

Ha ma lakfe ma zreid da-heul ar vevenn
'c'hellfen diskuizh, bale b'ar vouilhen
Beajiñ hir, beajiñ mat,
Gant dianken 'pad ur pennad

Diank ar re ruz, kantren ar re c'hlaz,
Harzal 'vel bagad kicher ha chas,
Deus ta! kan kein sonn "digouezhet Yann en-dro "
Sko! Sko! Kan ha lamm keit-se!



Credits
Writer(s): Dom Duff
Lyrics powered by www.musixmatch.com

Link