Ar Bleiz Diwezhañ

Me eo ar bleiz diwezhañ
A zo e Breizh o vevañ
Ar re all, 'zo bet paket
Barnet, krouget ha devet

Tamallet 'oa bet outo
Lonkañ holl deñved ar vro
Gwashañ 'zo, bugaligoù
Mammoù kozh ha merc'hedigoù

Me eo ar bleiz diwezhañ, a zo e Breizh o vevañ

Brasoc'h, gwashoc'h tamalloù
Ar bleiz mevel an diaouloù
'Gas d'ar sabat ar sorserien
Ar bleiz genoù an ifern

Brasoc'h tamall 'oa c'hoazh
Kas ar bed war an noazh
Lonkañ an heol hag al loar
Ankou mestr war an douar

Me eo ar bleiz diwezhañ, a zo e Breizh o vevañ

Vito 'z eus stignet pezhioù
Lasou-krog, graet toulloù
'N o c'hig lakaet arsenik
Ha striknin en o lambig

Tud yudas dre ar c'hoadoù
Ganto a bep seurt armoù
Roet dezho arc'hant hag aour
'Vit pakañ al loened paour



Credits
Writer(s): Goulc'han Kervella, Jakez Ar Born
Lyrics powered by www.musixmatch.com

Link