Ar Gurunenn

Kurunet gant kurunoù
Moue fonnus alaouret dezhi
Emañ-hi o c'haoliata
Ur gazeg c'hell ha fringus

Abred diouzh 'r beure eo deuet
Brini loufres da stekiñ
Ouzh an nor wer dreuzwelus
'Tegas seblant an Ankoù

Desket dezhi yaouank-flamm c'hoazh
Talañ ouzh he flanedenn
War varc'h d'ar marv bepred
Salokras! D'ar pevarlamm

He blev ' nij gant an avel
Na spont na aon na netra
Kig etre he divorzhed
Al loen davet an Ifern

Luc'hed en he daoulagad
Hoalus spontus ha nec'hus
He c'halon o skeiñ kalet
Da belec'h 'ta eo kaset

Toull ur frankizenn war-wel
Ur chach prim ha sec'h d'ar brid
Emañ-hi war ar c'hinvi c'heone
Sioulet he c'horf o kousk

Beuzet gant un hunvre kaer
Dont a raio dezhi ar peoc'h
Ha pa zihuno timat
Sederaet korf hag ene



Credits
Lyrics powered by www.musixmatch.com

Link