An Drailher Daonet

Ar c'hoant, ar c'hoant
Hon eus ni
Kan, diskan, tan dezhi
'Vel un drailher daonet

'Pad 20 vloaz 'm eus kanet
'C'haoliad war un inkane
Kanaouenn ebet peurlavaret
'Raok lonket meur a vanne

Estren barzh ma bro
'Tu all da 3 gwech 'korf ar bloaz
Prajeier lann tro-war-dro
Un dachenn plouz 'vit netra

Va fenn war ma daoulin
War dinaou Roz Leiañ
Mont 'ran gant ma ribin
Benn digargañ un ton muiañ

Daoust ha kanañ a c'hellin c'hoazh
Skañv & lijer, ya da viken
Hed-ha-hed an hent braz
Ur voudig 'n ma c'hichen

Pa glevoc'h brud ac'hanon
Strink 'raio pozioù 'mañ uloc'het
Rag den, ne ouezo piv a gan
Ma anv Drailher Daonet

Stank ha fonnus, a-bouez penn
Diskan a-dost hag a-leizh
Kendalc'h, gwir, kas da benn
Pozioù a lamm en da greiz



Credits
Writer(s): Dom Duff, Tim Mcdermott
Lyrics powered by www.musixmatch.com

Link